Klasoł-natur
Degemer > Skolioł > Klasoł dizoleiń > Klasoł-natur
klasoł natur
C'hoant ho peus ur chomadenn natur evit ho klas ?
Kreizenn An Oaled a zo staliet e-kreiz takadoù naturel liesseurt : an Aber evel-just (e-pelec'h emañ o chom laboused a bep seurt e-pad ar goañv), ar maezioù tro dro hag ar c'hoad. Setu perak e vez ur c'hlas natur e An Oaled pinvidik kenañ evit ho strollad hag evidoc'h.
Reiñ c'hoant mont pelloc'h, anavezhout gwelloc'h an traoù ha doujañ an natur a raio ur chomadenn e An Oaled d'ho skolidi.
Ar sizhunvezh kinniget da heul hag a zo bet graet dija gant ur skol all a zo ur skouer nemetken. M'ho peus c'hoant d'ober traoù all, kudenn ebet : buhezourien An Oaled a zo prest da respont d'ho c'hoantoù ha d'ho raktresoù.
LUN |
MEURZH |
MERC'HER |
YAOU |
GWENER |
Degemer, staliañ, reolennoù ar greizenn, displegadenn ar prantad |
War an dachenn: c'hoarioù santout 'ba c'hoad : gwez ha loened bihan |
Baleadenn e bord an Aber da zastum delioù, tammoù koad.
Anavezhout gwelloc'h ar gwez
|
War an dachenn: laboused an Aber. Selladeg, anavezhout anezho. |
Labour er sal war chadennoù emvagañ.
C'hoarioù bilañs
|
merenn |
merenn |
merenn |
merenn |
merenn |
Rallye natur hag istor da zizoleiñ Treglonou |
Penaos sevel ul lestr amprevaned.
Labour er sal diwar-benn loened bihan ar c'hoad.
|
Savadur binviji sonerezh bihan ha c'hoarioù bihan gant an traoù dastumet |
Labour er sal war al laboused gwelet |
C'hoarioù priziañ, renkamant, disparti |
Pred |
Pred |
Pred |
Pred krampouezh |
|
|
Beilhadeg c'hoarioù Breizh |
|
Beilhadeg kontadennoù |
|
Obererezhioù all :
Dizoleiñ ar stêr (pesketañ, loened) Dizoleiñ roudoù ha merkoù al loened Dizoleiñ bed an amprevaned (tapout, sellout outo) Ar gwelva Gweladenn mirdi Skolig al Louarn* Baleadenn gant poneed (9.50€ / vugel) Obererezhioù diwar-benn ar glad
* Ur c'harr-boutiñ e karg ar skol ho po ezhomm evit an obererezhioù-mañ : tro-dro 150 €

Devezh 1 |
Devezh 2 |
Devezh 3 |
Mont e-barzh ar c'hoadoù: c'hoarioù santout
war loened bihan ha gwez |
Baleadenn e bord an Aber da zastum traoù an natur |
War an dachenn :
laboused an Aber Benniget |
Merenn |
Merenn |
Merenn |
Penaos sevel ul lestr amprevaned.
Labour klas war al loened kavet |
Savadur binviji sonerezh ha c'hoarioù koad |
Laboused er sal
Anavezhout anezho gwelloc'h
Disparti |
pred |
pred krampouezh |
|
|
Beilhadeg kontadennoù ha mojennoù ar vro |
|

|