Kas ar bajenn-mań d'ur mignon Moullań ar bajenn 

Priz
Keleier
Skrivćn deomp
Kreizennoł vakansoł
Klask war al lec'hienn
Roll al lec'hienn
Li@mmoł

index.php?vrs=francais  




Klasoł glad

Degemer > Skolioł > Klasoł dizoleiń > Klasoł glad

Klasoł glad

       Ur c'hlas glad gant ho strollad ! Aes kenañ eo gant An Oaled a ra war-dro yezh ha sevenadur Breizh. Mojennoù ar vro, savadurioù kozh, anvioù lec'h, micherioù a-wechall a zo o c'hortoz ac'hanoc'h.

Buhezourien a-vicher a ambrougo ho klas d'un doare plijus.

Dindan-amañ e roomp  deoc'h ur skouer ur sizhunvezh . N'eo ket an hini nemeti hag obererezhioù all a vez kinniget ganeomp. Kasit ho koulennoù diganeomp evit kavout asambles ar stumm gwellañ evit ho klas dizoleiñ.

 

 

LUN MEURZH MERC'HER YAOU GWENER
Degemer, staliañ, reolennoù ar greizenn. Displegadenn ar prantad Labour er sal war istor Bro an Aberioù hag anvioù lec'h Gweladenn:  chapel prad Pol ha pont an diaoul Gweladenn: mirdi ar vezhinerien hag emgav gant ur vezhinerez a-vicher C'hoarioù bilañs, c'hoarioù priziañ
merenn merenn merenn merenn merenn
Rallye istor Treglonou (iliz, poull-kannañ, ti ar pesketer, ...) Baleadenn war bord an Aber ha mojennoù an Aber Benniget (Kroaz, eien, milin, maner...) Dizoloadenn c'hoarioù Breizh dre stalioù, sevel ur c'hoari evit ar c'hlas Labour er sal diwar-benn micherioù ar mor hag obererezhioù liammet gant ar mor Renkamant, disparti
pred pred pred pred krampouezh  
  beilhadeg dañsoù ha kanaouennoù ar vro   Beilhadeg kontadennoù  

 

 

Obererezhioù all kinniget

Gweladenn mirdi gwechall*
Gweladenn mirdi Skolig al Louarn*
Gweladenn chapel ar Groadeg gant he c'hloz iliz*
Dizoloadenn tiez ar vro
Stal evit skrivañ ur vojenn
Obererezhioù diwar-benn an endro

Diorroadur d'ar yezh

* Ur c'harr-boutiñ e karg ar skol ho po ezhomm evit an obererezhioù-mañ : da nebeutañ 150 €

Chomadenn e pad 3 devezh

 

Devezh 1 Devezh 2 Devezh 3
Labour er sal war istor Bro an Aberioù hag anvioù lec'h Gweladenn :  chapel Prat Pol ha pont an diaoul Gweladenn : mirdi ar vezhinerien hag emgav gant ur vezhinerez a-vicher
merenn merenn merenn
Baleadenn war bord an Aber ha mojennoù an Aber Benniget (Kroaz, eien, milin, maner...) Rallye istor Treglonou (iliz, poull-kannañ, ti ar pesketer, ...) Gweladenn : labour an istr
Labour er sal diwar-benn micherioù ar mor
pred pred krampouezh  
  Beilhadeg kontadennoù pe c'hoarioù Breizh  

 


An Oaled 14 Straed an Ti-kêr 29870 Treglonou - Tél : 02 98 04 07 04 - Fax : 02 98 04 45 59 - E-mail : anoaled@orange.fr



Kalon 4.4 - Copyright © Anaximandre 2018 - Administration - Page générée en 0.028 s

Powered by Ker-e-liamm