Kas ar bajenn-mań d'ur mignon Moullań ar bajenn 

Priz
Keleier
Skrivćn deomp
Kreizennoł vakansoł
Klask war al lec'hienn
Roll al lec'hienn
Li@mmoł

index.php?vrs=francais  




diorren an en-dro

Degemer > Skolioł > diorren an en-dro

Diorren an endro

Buhezourien An Oaled a c'hell mont betek ho skol da labourat un hanter-devezh pe mui diwar-benn liesseurt temoù liammet d'ar programoù.

  • An natur tro dro ar skol.
  • An den hag an natur
  • An dour
  • Al lastez
  • An diorren padus
  • Hag ur bern traoù all hervezh ho c'hoantoù !

    Setu ur skouer 6 hanter-devezh war al loustonioù.

    Abadenn 1 : dizoloadenn al lastez

    • Petra eo ul lastez ? (kaozeadeg, eskemm).
    • C'hoari maeziadoù (evezhiadenn, keñveriadur).
    • Renkamant ar boubelenn dre zanvez.
    • Peseurt dazont evit lastez an ti ?

    Abadenn 2 : deomp pelloc'h !

    • C'hoari ar c'hontenerioù (war an dachenn).
    • Penaos e vez graet danvezioù hon pakadoù (plastik, gwer, dir...).
    • Deus pelec'h er bed e teu danvezhioù krai ?

    Abadenn 3 : adaoz, penaos ober ?

    • Sellout ouzh ur c'hasedig: adaozañ an dir.
    • Stal paper adaozet : ober ur follenn paper adaozet evit pep hini.

    Abadenn 4 : sevel un enklask ha goulenn digant an dud

    Abadenn 5 : disoc'hoù an enklask (goulennoù, kaozeadennoù)

    Abadenn 6 : sevel un teuliad da gizidikaat an dud ouzh kudennoù al lastez

    • Savet e vo gant ar vugale dre strolladoù un diell da ziorren ar gerent pe klasoù all pe ...

    Prizioù : 150 € evit un hanter-devezh


    An Oaled 14 Straed an Ti-kêr 29870 Treglonou - Tél : 02 98 04 07 04 - Fax : 02 98 04 45 59 - E-mail : anoaled@orange.fr



    Kalon 4.4 - Copyright © Anaximandre 2018 - Administration - Page générée en 0.023 s

    Powered by Ker-e-liamm