Kas ar bajenn-ma˝ d'ur mignon Moulla˝ ar bajenn 

Priz
Keleier
SkrivŃn deomp
Kreizenno¨ vakanso¨
Klask war al lec'hienn
Roll al lec'hienn
Li@mmo¨

index.php?vrs=francais  




devezhio¨ dizolei˝ war an natur

Degemer > Skolio¨ > devezhio¨ dizolei˝ war an natur

Un devezh e-barzh an natur

Ma n'ho peus ket c'hoant chom da gousket er greizenn gant ho klas, e c'hellit dont e An Oaled memestra evit un devezh dizoleiñ.
Tu a zo d'ober ur bern traoù er greizenn ha tro dro. Setu un nebeut skouerioù devezhioù dizoleiñ diwar-benn temoù disheñvel.

Tem ar c'hoad :

  • Devezh dizoleiñ roudoù ha merkoù al loened (klask hag adober roudoù gant plastr, anavezhout roudoù al louarn hag ar broc'h...)

  • Devezh dizoleiñ loened bihan ar c'hoad (klask loened bihan e-barzh an douar, sevel ul lestr amprevaned...)
  • Devezh pemp skiant en evezh (C'hoarioù santout e-barzh ar c'hoad, sevel binviji sonerezh bihan gant tammoù kodt...)

Tem an Aberioù :

  • Devezh dizoleiñ laboused an Aber (selladeg gant lunedoù kreskiñ, deskiñ penaos anavezhout anezho, an difoc'hioù...)
  • Devezh dizoleiñ bezhin ha plantennoù an Aberioù (penaos anavezhout anezho, ar re a zo mat da zebriñ, sevel ul levr bezhin...)

Traoù all :

  • Un devezh rallye natur ha glad (dizoleiñ an en-dro d'un doare plijus ha farsus, amprouennoù a bep seurt)

Temoù all a c'hell bezañ studiet. Da welet gant buhezourien An Oaled.

 

Prizioù : 250 € an devezh evit ur c'hlas
+ 10 € dre vugel evit ar pred merenn

 

 

 

 


An Oaled 14 Straed an Ti-kêr 29870 Treglonou - Tél : 02 98 04 07 04 - Fax : 02 98 04 45 59 - E-mail : anoaled@orange.fr



Kalon 4.4 - Copyright © Anaximandre 2018 - Administration - Page générée en 0.025 s

Powered by Ker-e-liamm