Kas ar bajenn-mań d'ur mignon Moullań ar bajenn 

Priz
Keleier
Skrivćn deomp
Kreizennoł vakansoł
Klask war al lec'hienn
Roll al lec'hienn
Li@mmoł

index.php?vrs=francais  




Anavezout Morbig

Degemer > Anavezout Morbig

Perak bezań bet dibabet MORBIG evel loen arouez evit An Oaled ?


Meur a abeg zo. Ul loen chichant eo da welet, livet kaer, pigos ruz flamm, pavioù roz ha gwenn ha du he fluñv evel livioù banniel Breizh - na petra ta - ! Ul lapous a vez kavet war bord an aodoù hag en aberioù, setu dres ar pezh a felle deomp kaout…

Ur skaseg eo ar vorbig a vez kavet anezhi war kazi holl aodoù Europa. Bevañ a ra a-strolladoù war an traezhennoù, al lec'hidegi, an enezeier hag en aberioù.

Kregin, kranked bihan ha preñved a ya ganti evel boued. He figos hir ha kreñv zo ur benveg espar eviti da dapout loened en traezh pe el lec'hid. Gallout a ra zoken distagañ brennig diouzh o reier pe digeriñ kregin zo ! Daoust d'he anv ne vez gwelet o tebriñ istr alies.


3 pe 4 vi a vez dozvet ha goret e vezont a-bep eil gant ar par pe gant ar barez.

Loened disfius ha spontidik rak an dud int. Diaes e vo deoc'h gallout tostaat re outo.

Padal ma vez anv a zifenn he neziad e raio he seizh gwellañ evit kas an enebour pelloc'h ha ne devo ket aon zoken, mont betek tagañ kalz kreñvoch egeti.
Heverk kenañ e vez he c'hwitelladenn skiltr.

Anv skiantel :: Haematopus ostralegus
Anv brezhoneg
Morbig, Pig-vor
Anv saozneg
: Eurasian Oystercatcher
Ment
: 40 à 45 cm
Rummad
: Haematopodidés

 


An Oaled 14 Straed an Ti-kêr 29870 Treglonou - Tél : 02 98 04 07 04 - Fax : 02 98 04 45 59 - E-mail : anoaled@orange.fr



Kalon 4.4 - Copyright © Anaximandre 2017 - Administration - Page générée en 0.087 s

Powered by Ker-e-liamm